Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud.
Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet eus al Lun d'ar Gwener da 12e05 ha da 6e00 noz. Adskignet e vez div eus ar pemp abadenn sizhuniek d'ar Sadorn ha d’ar Sul da 12 eur ha da 6 eur noz.
Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned… zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Lou Millour, Gael Morin, Laetitia Fitamant pe Herve ar Beg hag Erwan Blanchard (eus Arvorig FM).
Kinniget gant
Lou Milour, Gael Morin, Laëtitia Fitamant, Herve ar Beg, Erwan Blanchard
Produet gant
Radio Kerne, Arvorig FM
Eurioù
Eus al Lun d'ar Gwener da 12e05 ha 6e00 noz
Sadorn ha sul da 12e00 ha 6e00 noz